Hastings Kamuzu Banda

Hastings K. Banda, prezidant kentañ Malawi

Hastings Kamuzu Banda (1896 – 1997), pe Hastings Banda hepmuiken, a oa ur politiker eus Malawi.

Studioù a reas Hastings Banda er Stadoù Unanet hag e Breizh-Veur ha labourat a reas eno evel mezeg e-pad meur a zek vloaz a-raok distreiñ d'e vro c'henidik e 1958. E penn Kendalc'h Afrikan Nyasaland e oa er bloavezh-se. Mont a reas da gentañ ministr er pezh a oa c'hoazh un dresadenn saoz e 1963. E-pad e respet e voe embannet, d'ar 6 a viz Gouere 1964, e teufe Nyasaland da vezañ dizalc'h, ha dont a reas da vezañ ur republik daou vloaz war-lerc'h, gant an anv "Malawi". En em envel a reas Hastings Banda da brezidant e 1966. Ren a reas ar vro evel un tammig diktatour. Addilennet e voe e 1971 hag en em envel a reas "prezidant da viken". Bez' e voe unan eus an nebeudig pennoù stadoù eus Afrika en devoe darempred gant Suafrika, da vare an apartheid.

E 1994 e voe graet un dilennadeg demokratel, gant meur a gostezenn ha trec'het e voe Banda.


Developed by StudentB